Poelladennoù

Poelladenn 1
Fusionner les phrases suivant le modèle :
Pelec’h ho peus kavet ar c’hazh + ar c’hazh zo bet o kousket
= pelec’h ho peus kavet ar c’hazh o kousket ?
1.
Hiziv em eus gwelet anezhi + hi zo bet o c’hoarzhin.
Hiziv em eus gwelet anezhi o c’hoarzhin.
2.
N’ho peus ket klevet ac’hanon + me zo bet o komz ?
N’ho peus ket klevet ac’hanon o komz ?
3.
Fotografiet he deus ur paotr + eñ zo bet o tañsal.
Fotografiet he deus ur paotr o tañsal.
4.
Sellet en deus Olier ouzh e vugale + int zo bet o c’hoari.
Sellet en deus Olier ouzh e vugale o c’hoari.
5.
N’ez peus ket selaouet anezho + int zo bet o lâret barzhonegoù ?
N’ez peus ket selaouet anezho o lâret barzhonegoù ?
6.
Pelec’h ez peus enrollet ho moereb + hi zo bet o kanañ brav ?
Pelec’h ez peus enrollet ho moereb o kanañ brav ?
7.
N’ho peus ket santet un dra bennak + an dra-se zo bet o tont ?
N’ho peus ket santet un dra bennak o tont ?
8.
Kroaziet em eus Soaz + hi zo bet o vont da labourat.
Kroaziet em eus Soaz o vont da labourat.
9.
Degouezhet on gant Yann + eñ zo bet o vont d’ar gêr.
Degouezhet on gant Yann o vont d’ar gêr.
10.
Tapet o deus hennezh + hennezh zo bet o c’h ober reuz.
Tapet o deus hennezh oc’h ober reuz.
11.
Filmet em eus tad Erwan + eñ zo bet o walc’hiñ e garr-tan.
Filmet em eus tad Erwan o walc’hiñ e garr-tan.
12.
N’ez peus ket gwelet netra + an dra-se zo bet o lugerniñ ?
N’ez peus ket gwelet netra o lugerniñ ?
Hizivadur ziwezhañ :25 a viz C’hwevrer 2025