Kinnigadur : ar stummadur dibaouez war al labour

Kerkent ha 1999 he doa liesaet Mervent hec’h obererezh pa oa kroget gant an deskiñ brezhoneg d’ar c’hopridi er gennadoù publik ha privez, e-stern ar stummadur dibaouez.
A-benn bremañ eo ouzhpenn 500 gwazour o deus graet o mad eus stummadurioù brezhoneg sizhuniek.
Grataet eo Mervent da aozadur stummañ dibaouez ha testeniekaet eo QUALIOPI.
Er su da Benn-ar-Bed en e bezh e labouromp. E lec’h labour ar c’hopridi e vez graet ar c’hentelioù gant kelennerien a-vicher. E-pad ar vakañsoù skol e vez lakaet harz d’ar c’hentelioù. Skoulmet e vez ar c’hinnig gougor pa vez sinet ar c’hendivizad e-skeud liammañ Mervent ouzh ar strollegezh.

Deoc’h da c’hoût penaos lakaat da dalvezout hon obererezh kelenn ha/pe evit kaout ur rakpriz, deuit e darempred ganeomp !
Digor e chom hor stummadurioù hir d’an dud namnet. Mard oc’h ampechet evit ar mare pe da badout, pe mar gouzañvit en un doare harzus abalamour d’ho yec’hed e chomomp prest da lakaat hoc’h ezhommoù e penn-kont ha neuze da glask aesaat an traoù deoc’h, diouzh ma vo gallet ober. Deuit e darempred ganeomp ma vo studiet ho plegenn. Evit gouzout hiroc’h : FIPHFP

Ar stummadur dibaouez war al labour

Bep sizhun e vez graet ar c’hentelioù el lec’h ma vez ar wazourien o labourat.
Padout a ra ar c’hentelioù 1e30 pe 3e00, diouzh c’hoant ha gallusterioù ar strollegezh. 30 abadenn a vez bep bloaz etre miz Gwengolo ha miz Mezheven.
 
A-bouez eo d’an deskerien plediñ gant ar brezhoneg ingal hag alies da vont war-raok en un doare efedus. A bouez kentañ eo ar gentel sizhuniek eta evit deskiñ diazezoù ar yezh a-raok mont pelloc’h ganti.

A-bouez eo ivez e vefe graet ar stummadur e-kerzh amzer labour ar wazourien.

Ur c’hursus diazez a-hed pevar bloavezh

Hervez c’hoant ha gallusterioù an deskerien hag ar strollegezhioù e kinnigomp daou stumm kursus keit-ha-keit
 

  • Ar c’hentelioù sizhuniek da badout 1e30
    Pevar bloavezhiad kentelioù sizhuniek d’an nebeutañ d’an deskerien da vezañ gouest da dapout al liveoù A1 hag A2 eus ar stern european a zave evit ar yezhoù.
    Da lavaret eo ur c’hursusad 180 eurvezh kelenn e-pad 4 bloavezh.
  • Un eil kelc’hiad stummañ a 4 bloavezh ouzhpenn
    War-lerc’h ar pevar bloavezh kentañ da zeskiñ brezhoneg bep sizhun e kinnigomp d’ar strollegezhioù tiriadel ha d’o gwazourien un eil kelc’hiad a 4 bloavezh evit dezho mont tre betek al live B1 eus ar stern european a zave evit ar yezhoù.

INTEGRER LE SCHÉMA DE PROGRESSION

Ar c’hursus damstank : 3 eurvezh bep sizhun

Evit ar strollegezhioù er goulenn e c’hallomp lakaat ur formulenn damstank en he flas gant kentelioù sizhuniek a 3 eurvezh. Gant ar formulenn-mañ e c’haller deskiñ buanoc’h diazezoù ar brezhoneg. Kement-mañ a laka an deskerien da chom ur penn-devezh dre soubidigezh e brezhoneg bep sizhun. Amañ e kinnigomp daou gelc’hiad daou vloavezh-pad.

 

Hizivadur ziwezhañ :10 a viz Mezheven