Doare da sevel ar stummadur hag an heuliañ anezhañ

Ar pazennoù disheñvel da ziazezañ ur stummadur sizhuniek ouzh ar brezhoneg

1) Renet e vo un enklask a-fed gwazourien ar strollegezh evit anavout an ezhommoù stummañ ha neuze priziañ live brezhoneg an danvez deskerien.
2) Hervez al live brezhoneg diskleriet gant pep gwazour / goprad e vo amprouet ar re n’int ket gwir deraouidi, dre gomz ha dre skrivañ.
3) Merket e vo an niver a strolloù stummañ da dalvezañ, live pep stroll, deiz hag eurioù ar gentel ha neuze an deiz ma vo graet ar gentel gentañ.
4) Kensinet e vo ur c’hendivizad gant Mervent hag ar strollegezh.

En em gemer en a-raok evit ma krogo ar c’hentelioù e miz Gwengolo evit ar gwellañ.

Un darempred stank hag ingal etre tud a-vicher Mervent ha servij stummañ an aozadur

Gant an daremprediñ-mañ e vez gwarantet ma vo tizhet ar palioù merket.

1- Sinañ follennoù bezañs.
2- Displegañ an DBY(Diplom Barregezh war ar Yezh) d’ar strolloù a sell outo.
3- Ober priziadennoù dre skrivañ ha dre gomz d’ar wazourien.
4- Atersiñ an dud gant ur c’houlennaoueg prizañ
5- Emvod bilañs etre an den emañ « ar brezhoneg » en e garg er strollegezh ha kenurzhier kelenn Mervent :

  • Ober ar gont eus aketusted ar wazourien.
  • Jaojañ live pep den ha hini ar stroll kenkoulz ha sellet a-dost ouzh ar respontoù d’ar c’houlennaoueg prizañ.
  • Prientiñ a bloavezh skol a zeu ; merkañ an niver a strolloù stummañ da dalvezañ, live pep stroll, deiz hag eurioù ar gentel ha neuze an deiz ma vo graet ar gentel gentañ.

 
Kement-mañ a vez graet e-sell da wellaat dalc’hmat : gant lakaat an doareoù-mañ da dalvezout e chomo Mervent stummet diouzh Qualiopia zo ret evit delc’her gant hec’h obererezh stummañ micherel.

Hizivadur ziwezhañ :11 a viz Gouere 2023