Kinnigadur : "Ar brezhoneg evit an holl"

Ur stummadur stank dre soubidigezh evit deskiñ brezhoneg eo hor stummadur micher 6 miz.
Graet eo evit an dud en oad zo divrezhonek, c’hoant dezho da zeskiñ brezhoneg e stern o micher ha/pe evito o-unan.
Skwer : an dud zo e-soñj skeiñ war-du micherioù ar c’helenn dre soubidigezh pe divezhek (kelennerien er skolioù, kelennerien en eil derez, skoazellerien buhez skol, ambrougerien skolidi dalc’het, gwazour arbennik er skolioù-mamm, tud o klask labour…).

Ne c’houlenn testeni live skol ebet pe live yezh ebet.
Digor eo d’an holl dud : tud o klask labour, kelennerien, embregerien, retredidi ha kement zo.

Digor e chom hor stummadurioù hir d’an dud namnet.
Mard oc’h ampechet evit ar mare pe da badout, pe mar gouzañvit en un doare harzus abalamour d’ho yec’hed e chomomp prest da lakaat hoc’h ezhommoù e penn-kont ha neuze da glask aesaat an traoù deoc’h, diouzh ma vo gallet ober. Deuit e darempred ganeomp ma vo studiet ho plegenn.

AR STUMM ANEZHAÑ ZO

• 22 sizhunvezh klentelioù en ur greizenn stummañ, pe 770 eur horolaj,
ha neuze
• 2 staj eizhtez, pe 70 eur horolaj en un endro brezhonek.
A zo par da 840 a eurvezhioù stummerezh.

Lun-Gwener : 9e-5e
35e/sizhun.

KOULZADOÙ KINNIGET

Daou goulzad ar bloaz a vez kenniget gant Mervent :
• Eus miz Gwengolo da viz Meurzh,
• Eus miz Genver da viz Gouere.
Moaien zo kavout deiziadoù ar c’houlzadoù da vezañ ha deizioù an emvodoù kelaouiñ a-stroll da vezañ en ur glikañ war :
: Hor c’houlzadoù stummadur da zont

AR SKIPAILH KELENN HA MELESTREREZH

Skipailh kelenn Mervent zo oc’h ober anezhañ :
• Un den e karg eus al lec’h stummañ,
• 1 c’henurzhier kelenn,
• 8 kelenner (-ez)

Ur skipailh kelenn a gas gantañ, barrek ha yac’h
Stummerien ha stummerezed Mervent zo anezho ur skipailh gouest ha frammet, kelennerien ha kelennerezed a vicher anezho a oar en em stummañ dalc’hmat a-benn en em ober, d’ar gwellañ, diouzh ezhommoù pep stajiad ha gant se e heuliañ a-hed e hentad-eñ.
Hor c’hentelioù n’eus ket liv ar skol warno ha ne vezont ket graet war an ton bras blaz an damkaniezh ganto.
Mont a ra hon doareoù da labourat diouzh empenn an den hag a se ec’h aesaont an deskiñ brezhoneg dezhañ. Ur stummadur eo a zalc’h kont eus lusk an oadour hag a ra dezhañ kaout kred ennañ e-unan da zont a-benn eus ar brezhoneg evit mat.
Ar c’henurzhier kelenn er stummadurioù hir a vez o heuliañ ar strolladoù o vont war-raok a c’hall azasaat ar programm diouzh ma vez buan pe vuanoc’h ar stajidi o teskiñ. En e giriegezh e chom mont en-dro hag araokadennoù ar strollad.

Ur skipailh melestrerezh barrek ha prim da reajisañ
Goût a ra hor skipailh melestrerezh, prim da respont ha barrek an tamm anezhañ, selaou ar stajidi p’o dez ezhomm da gaout titour ouzhpenn. Aliañ e ray pep stajiad diouzh e wellañ evit ambroug anezhañ hed-ha-hed ar stummadur, adalek ar stokiñ kentañ ken na’z ay dioutañ.
Ur rener hag ur genurzhierez melestrerezh a ya d’ober anezhañ.
Ar genurzhierez melestrerezh a vez o heuliañ teuliadoù ar stajidi kenkoulz evit ar melestrerezh hag an arc’hantiñ ha delc’her an darempred gant an ensavadurioù liesseurt (Pol Implij, CAP Implij, Rannvo Breizh, oberataer barregezhioù OPCO ha kement zo).

AR PALIOÙ KELENN : AR SOUBIDIGEZH ER YEZH EN UR OBER GANTI

Pevar modul zo oc’h ober al lodenn deorikel eus ar stummadur a zo da bal dezho :

*Diplom Bazrregezh war ar Yezh - Brezhoneg, n°RS5465, gant ar Ministrerezh deskadurezh-stad hag ar yaouankiz. Deiziad termen : 17/06/2026.

Evezhiadenn : klokaet e c’hall bezañ ar formulenn-mañ gant ar stummadur 3 miz evit gwellaat.

AR BARREGEZHIOÙ A VEZ PLEDET GANTO HAG AMPROUET GOUDE PEP MODUL

Pep barregezh a vez labouret warno ha desket didorr a-hed ar stummadur :

  1. Ar c’hompren dre gomz
  2. Ar c’hompren dre lenn
  3. Lavaret e soñj dre gomz
  4. Lavaret e soñj dre skrivañ
  5. Ar c’homz gant tud

An doareoù deskiñ zo anezho :

  • Lakaat an dud e plegennoù abalamour dezho da gomz brezhoneg,
  • Pleustriñ war ar yezh war-bouez sketchoù, c’hoarioù treiñ diwar ar galleg, lavaret e soñj e brezhoneg, labour delc’her soñj.
  • Reizhadennoù diouzhtu, koulz dre gomz ha dre skrivañ.
  • Labourat diwar bankoù roadennoù e brezhoneg : selaou enrolladennoù, sellet ouzh videoioù, deskiñ lavarennoù idiomatek, ober anaoudegezh gant ar brezhonegoù, selaou prezegennoù.
  • Mont en arbenn da vrezhonegerien.
    Ar soubidigezh eo ar bennaenn bennañ er stummadur hir ouzh ar brezhoneg.

Pep modul a vez klozet gant ur briziadenn a vez en dibenn anezhañ ; dre se e c’haller reizhañ an dud raktal, er yezh komzet koulz hag er yezh skrivet.

LEC’H DESKIÑ

En UBO, er Pol Skol-Veur Pêr-Jakez Helias e Kemper, emañ hor c’hreizenn stummañ pennañ.
Ul lec’h diouzh an deskiñ :

  • Aes da zaremprediñ a-drugarez d’an treuzdougen boutin, hag evit an dud namnet.
  • Salioù frank da zegemer ur pemzek stajiad bennak,
  • Levraoueg digor,
  • Sal liesvedia digor,
  • Preti skol-veur pe sal-brediñ war an dachenn.

Hizivadur ziwezhañ :11 a viz Mezheven