An doareoù gallus da duta ha da arc’hantiñ

Faotañ a ra deoc’h dont da zeskiñ brezhoneg gant Mervent war-bouez hor stummadur hir ?

AN DOAREOÙ TUTA

Kentañ zo d’ober eo mont war ar renk.

A-wel da se e vo ret deoc’h klokaat ar furmskrid ragenskrivañ, ur cv ha neuze ul lizher emginnig stag outañ, dre red.
War al lizher emginnik e ranko bezañ meneget sklaer ha splann :
– Petra a reoc’h gant ar brezhoneg en ho micher da vezañ,
– Abalamour da betra oc’h mennet da zeskiñ brezhoneg.

Evit deoc’h tapout kaout ar furmskrid enskrivañ : klikit amañ !

Goude-se e teuy kenurzhierez melestrerezh ar greizenn stummañ e darempred ganeoc’h evit lakaat ar gaoz war ho raktres micher e brezhoneg ha hi ha lakaat un emgav deoc’h da gaout perzh en ur vodadeg kelaouiñ zo ur bazenn ret a-raok mont pelloc’h ganti.

War-lerc’h ar vodadeg kelaouiñ e verko ar genurzhierezh melestrerezh un emgav deoc’h gant rener Mervent. (Dindan pemzektez e vo digaset respont deoc’h).
Ma vez a-du ar respont e vo peurachuet an teuliad melestrerezh hag arc’hantiñ gant Mervent.

Lakaat e vo un emgav diwezhañ evit sinañ ar feur stummañ hag an teulioù a-gostez.

Hag a-benn ar fin e krogo ar stummadur.
Diouzh statud micher an den emañ ar gortoz adalek m’en dez lakaet e anv betek ar mare ma krog ar stummadur.

Evit a sell an holl c’houlennoù diwar-benn an doare-se e c’hallit dont e darempred ganeomp pe skrivañ deomp dre ar furmskrid stekiñ.

KOUST AR STUMMADUR HIR

Sevel a ra koust ar stummadur hir da zeskiñ brezhoneg e-korf 6 miz da 7 500 €, pa vez arc’hantet gant un implijer.
War-goust ar stajiad emañ an enskrivadenn : 270 €.

ARC’HANTIÑ AR C’HOUST KELENN DIOUZH HO PLEGENN VICHER

*Meur a zoare zo da vezañ kemeret e karg : dont e darempred ganeomp evit ma vo pledet ganeoc’h.

STATUDOÙ
Kelennerien, koskor bugaligoù, hanterouriezh-yaouankiz Brezhoneg – Yalc’had :
Desk Enseignement - Kelenn*
Desk Petite Enfance - Bugaligoù*
Desk Médiation-Jeunnesse - Hanterin-yaouankiz.*
Arc’hantiñ personel
Klaskerien labour* Sikour da’r stummañ gant RANNVRO BREIZH*
Pol Implij*
Kont stummañ personel*
Brezhoneg – Yalc’had :
Desk Enseignement - Kelenn*
Desk Petite Enfance - Bugaligoù*
Desk Médiation-Jeunnesse - Hanterin-yaouankiz.*
Labourerien dizalc’h* Fonds d’Assurance Formation (FAF)
Brezhoneg – Yalc’had :
Desk Enseignement - Kelenn*
Desk Petite Enfance - Bugaligoù*
Desk Médiation-Jeunnesse - Hanterin-yaouankiz.*
Arc’hantiñ personel
Gopridi er gennad privez Kont stummañ personel (KSP)*
Konje treuskemm micher (KTM)*
Steuñv diorren ar barregezhioù - implijer
Oberataer barregezhioù OPCO*
Brezhoneg – Yalc’had :
Desk Enseignement - Kelenn*
Desk Petite Enfance - Bugaligoù*
Desk Médiation-Jeunnesse - Hanterin-yaouankiz.*

Hizivadur ziwezhañ :10 a viz Mezheven