Kinnigadur – ur staj ur sizhun-pad

Kinnig a ra Mervent deoc’h stagañ gant ar brezhoneg pe derc’hel da wellaat en ur heuliañ stummadurioù diouzh ar sizhun (35 eurvezh).
- An dud a sell kement-mañ outo : gopridi hag implijidi er strollegezhioù tiriadel, artizaned pe tud o-unan kemeret ganto ehañ stummañ micher.
C’hoarvezout a ra ar stummadur adalek al Lun betek ar Gwener, eus 9e da 5e, pe 35 eurvezh deskiñ.
Degemeret e veoc’h gant Mervent en unan eus he c’hreizennoù stummañ (e Kemper pe e Kemperle, diouzh ar stummadurioù o vont en-dro d’ar mare-mañ ar mare ha diouzh ho plegenn-c’hwi).
Mont a ray ar stajiad e-barzh ur strollad tud o teskiñ en ur stummadur deomp en unan eus hon div greizenn stummañ.
Gwelet ar bajenn : kinnigadur ar stummadurioù hir ouzh ar brezhoneg gant Mervent
Azasaet eo ar stummadurioù a ginnigomp diouzh live pe stajiad.
Gant un amprouenn da briziañ live ar stajiad hag a vez graet a-raok ma krogo ar stummadur e vezomp gouest da heñchañ anezhañ war-du ur strollad a vo diouzh e live.
Diwar kement-mañ e vez merket deiziadoù d’ar stummadurioù en a-raok.
Hizivadur ziwezhañ :28 a viz C’hwevrer