CAP ADV ha Brezhoneg

Petra eo ar CAP ADV ha Brezhoneg

Prientiñ kaout div varregezh : ar CAP Ambrouger(ez) Desavadurel ar Vugaligoù ha war un dro an DBY brezhonek.

Faotañ a ra deoc’h kreskiñ en ho karg pe mont war ur vicher a denn d’ar vugaligoù (skoazeller-mamm, degemerer er vagouri pe er skol).
Lusket oc’h da labourat e brezhoneg.
Ar CLPS ha MERVENT a ginnig an div varregezh-mañ e Kemper.

Delc’her a ra an ezhomm a vrezhonegerien da greskiñ e meteier micher ar vugaligoù. A-drugarez d’ar stummadur-mañ e teuoc’h a-benn eus ar brezhoneg e-serr pourchas deoc’h hoc’h-unan an holl ampartizioù a rank an den kaout evit labourat gant bugaligoù.

ER STUMM ANEZHAÑ ZO

  • 640 eurvezh kentelioù er greizenn stummañ.
  • 4 staj peder sizhun war al labour, pe 560 eurvezh.
    Kement-mañ a sav da 1200 eurvezh oc’h en em stummañ.

Mont a ra ar stummadur eus al Lun d’ar Gwener, adalek 9 eur vintin betek 5 eur d’abardaez, da lâret eo 35 eur deskerezh ar sizhun.

AR C’HOULZADOÙ KINNIGET

Bep daou vloaz e vez kinniget ur c’houlzad gant ar CLPS ha Mervent :
• A viz Gwengolo da viz Mae

Gallout a rit kavout deiziadoù ar c’houlzadoù da vezañ hag an devezhioù ma vo bodadeg titouriñ gant klikañ war an ere-mañ : Ar c’hrogadoù stummañ da zont hag ar bodadegoù titouriñ

AR SKIPAILH KELENN

Skipailh kelenn Mervent a ya d’e ober :

  • 1 c’henurzhier kelenn,
  • 1 stummerez daveerez d’ar «Vugaligoù»
  • 6 kelenner(ez).

Stummerien ha stummerezed eus ar CLPS a vez roet o c’helennadurezh e galleg ganto.
Ur skipailh barrek da gelenn ha yac’h zo anezho.
Stummerien ha stummerezed Mervent zo anezhe ur skipailh koupapl hag aveet-kaer a vez oc’h en em stummañ diehan evit mont diouzh ezhommoù pep stajiad ha neuzen bout gouest gant-se da ambrougiñ pep hani anezho hervez e hentenn-eñ.

AR PALIOÙ KELENN

Evit a sell ar vicher :
Ar pal zo kaout an testeniekadur CAP Ambrouger(ez) Desavadurel ar Vugaligoù, a vez deroet gant ministrerezh an Deskadurezh stad , live 3 (bet a-gozh live V par da CAP).

Ar CAP Ambrouger(ez) Desavadurel ar Vugaligoù (ADV) zo anezhañ al live kentañ a ampartiz e gennad ar vugaligoù.
Meur a vlokad barregezhioù zo oc’h ober an testeniekadur a c’hall an den o heuliañ hag o gwiriekaat (VAE) an eil goude egile :
• Ambrougañ ar vugel da ziorren (BLOKAD 1)
• Labourat war ar vicher en degemer a-stroll (BLOKAD 2)
• Labourat war ar vicher en degemer a-unan (BLOKAD 3)

Labourat war ar vicher e 3 gennad disheñvel :
• Er skol-vamm
• En aozadurioù da zegemer bugaligoù (magourioù...)
• Er gêr (e ti an ambrouger-ez pe e kêr ar bugel)

Evit a sell ar yezh :
Ober d’ar stajidi deskiñ an anaoudegezh eus ar yezh o do ezhomm da gaout evit talañ aes a-walc’h hag o-unan par ma c’hallint ouzh ur skalfad bras a blegennoù, dezho da gas da benn obererezhioù diouzh bugaligoù war o labour, hervez ar Stern Europat Boutin a Zave evit ar Yezhoù,

Prientiñ ar stajidi d’an DBY, Diplom Barregezh war ar Yezh Dibab Breton,

Reiñ an tu da’r stajidi da dizhout al live B1-2 eus ar Portfolio Europat ar Yezhoù (PEY).

DANVEZ AR STUMMADUR

Ar stummadur a ya d’e ober :

  • ar c’helenn war an danvezioù micher e galleg,
  • ar c’helenn war an danvezioù micher e brezhoneg,
  • ar c’helenn war ar brezhoneg, live gwellaat
  • 4 staj micher

AR BARREGEZHIOÙ A VEZ PLEDET GANTE

Evit a sell ar vicher:
Evit labourat en aozadurioù a zegemer bugaligoù pe c’hoazh e ti an ambrouger(ez) pe e kêr ar bugel ma n’eo ket e klasoù brezhoneg-galleg pe er skolioù dre soubidigezh e ranker bezañ gouest da soursial diouzh :

 An degemer e brezhoneg kenkoulz hag e galleg, ar prederioù yec’hedouriezh korf, ar beviñ hag ar surentez d’ar bugelig.
 En ambroug da ziorren, da zeskiñ ha da gevredikaat e brezhoneg hag e galleg koulz-ha-koulz.
 Ar c’hempenn hag ar yec’hedoni el lec’hioù disheñvel ma vez ar bugel.
Ha neuze barregezhioù boutin :
 kompren an urzhioù, dielfennañ, kehentiñ hag aozañ
 bezañ war arbenn, bezañ gouest da’n em zibab an-unan ha bezañ fiziapl.

Evit a sell ar yezh :
Pemp barregezh a vez labouret warno ha desket didorr-kaer hed-ha-hed ar stummadur :
1. Kompren dre gomz
2. Kompren dre skrivañ,
3. Lâret e soñj dre gomz
4. Lâret e soñj dre skrivañ,
5. Delc’her ur gaoz gant tud

Ar re-mañ eo an doareoù da zeskiñ :
• Lakaat an dud e plegennoù dezho da gomz brezhoneg,
• Pleustriñ war ar yezh war-bouez sketchoù pe c’hoarioù treiñ , lavaret e soñj e brezhoneg, labour delc’her soñj,
• Reizhadennoù diouzhtu, koulz dre gomz ha dre skrivañ.
• Labourat diwar bankoù roadennoù e brezhoneg : selaou enrolladennoù, sellet ouzh videoioù, deskiñ lavarennoù idiomatek.

AL LEC’H STUMMAÑ

Er CLPS e Kemper e vez dalc’het ar stummadur– e takad Kuzon.

An doareoù tuta hag arc’hantiñ zo anezho

Penaos kaout diraez da’r CAP ADV?

Digor eo ar stummadur da’r glaskerien o labour hag d’an dud o dez ur gobr.

Gant rakrekizoù e vez digoret dorioù ar stummadur d’an den. Goulenn a reomp gant an dud kaout al live A2 d’ar bihanañ a-raok mont e-barzh ar CAP Ambrouger(ez) Desavadurel ar Vugaligoù ha Brezhoneg.

E-se zo daou zoare da gaout diraez d’ar stummadur :
-war-eeun d’an dud o deus al live rekis
-pe goude bezañ graet ar rakstummadur diouzh ar brezhoneg evit ar micherioù a denn d’ar vugaligoù, d’an dud n’o deus ket ul live par da A2.

An doareoù tuta

Skipailhoù Mervent ha re ar CLPS a vez dibabet ar stajidi ganto.
Kentañ zo d’ober eo mont war ar renk gant ar CLPS ha lakaat hoc’h anv en ur vodadeg titouriñ.
E fin ar vodadeg-mañ e vo kinniget deoc’h dont da gomz gant un den e-karg eus ar CLPS ha gant rener Mervent.
Ret e vo deoc’h kas ul lizher emginnik a ranko menegiñ sklaer ha splann :
– Petra eo deoc’h labourat gant bugaligoù e brezhoneg,
– Abalamour da betra oc’h mennet da zeskiñ brezhoneg.
Ma vez a-du ar respont e vo peurachuet an teuliad melestrerezh hag arc’hantiñ gant ar CLPS.
Lakaet e vo un emgav diwezhañ deoc’h da sinañ ar feur stummadur hag an teulioù a-gostez.
A-benn neuze e krogo ar stummadur.
Evit an holl c’houlennoù diwar-benn an doareoù-mañ e c’hallit mont e darempred gant CLPS Kemper.

Koust hag arc’hantiñ diouzh ho plegenn-c’hwi

Meur a zoare zo da vezañ kemeret e karg :
Kit e darempred gant CLPS Kemper evit ma vo pledet ganeoc’h.