Ar C’hursus Brezhoneger - Brezhoneger, kentelioù stank-ha-stank diouzh an noz 

Mennet oc’h da zeskiñ brezhoneg ha da vont da vrezhoneger ar buanañ ar gwellañ, siwazh ne c’hallit ket en em zieubiñ 6 miz diouzh renk deoc’h da heuliañ ur stummadur hir ouzh ar brezhoneg ?

O klask emaoc’h ur mont war-raok fonnusoc’h evit ar formulenn «kentelioù didu diouzh an noz» na bad ar c’hentelioù anezhi nemet 1e30, bep sizhun?

Ar palioù :

Faotañ a ra deomp reiñ an tu deoc’h da zont a-benn eus ar brezhoneg a-benn pevar bloavezh deskiñ (2 vodul daou vloavezh) :

Ur formulenn deskiñ nevez a ginnigomp deoc’h a zo enni :
• Kentelioù sizhuniek 3 eurezh-pad eus miz Gwengolo da viz Mezheven (19e-22e)
5 staj da’r Sadorn ingalet a-hed ar bloavezh skol.
1 staj ur sizhunvezh e-kerzh ar bloaz (35 eur).
• Lec’h : KEMPER, skol Diwan – straed Vendée, gwelet ar gartenn.

Gant ar formulenn stank-ha-stank-mañ zo ouzh hec’h ober kentelioù sizhuniek, stajoù en dibenn-sizhun hag un sizhunvezh staj e c’halloc’h dont da vestr war ul live yezh uhel.
E holl chem micher ha kelenn a lakao skipailh kelenn Mervent en e bezh e-kerz ho teskerezh.

E dibenn pep bloavezh e kinnigomp deoc’h ivez tremen an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY) :

A la fin de chaque année, nous vous proposons, aussi, de passer le Diplôme de Compétence en Langue (DCL):

  • Modul kentañ (bloavezhioù 1 hat 2) : dont a-benn eus al live B1 diouzh ar stern european boutin a zave evit ar yezhoù.
  • Eil modul (bloavezhioù 3 et 4) : dont a-benn eus al live B2, ar wezh-mañ.

Koust hag enskrivadur :

  • 665€/bloaz (55,50€/24 miz)

Gouestl a ra Mervent en ho keñver da lakaat da dalvezout an daou vloavezh kentañ eus ar c’hursus da vihanañ ha delc’her d’ar c’houst bet kenniget evit an daou vloavezh-se.
C’hwi a ouestl, diouzh ho tu, heuliañ an daou vloavezh kentañ eus ar c’hursus d’an nebeutañ.
Er penn kentañ eus ar c’hursus e vo goulennet ganeoc’h sinañ un teul d’ober kengouestl.

An doareoù da arc’hantiñ :
 Kont Stummañ Personel (KSP) : kemeret e karg adalek al live 3.
 Arc’hantiñ ho ploavezh kentelioù e-stern ar stummadur micherel (Pol Implij, OPCO, implijer).

Deuit e darempred war-eeun gant hor servijoù evit gouzout an doareoù resis diouzh ho plegenn ha dre-se sevel ho teuliad kemer e-karg a zo da gas da benn a-raok ma krogo ar c’hentelioù, betek ober (termen melestrerezh).
 

 

Hizivadur ziwezhañ :23 a viz C’hwevrer