Abadennoù d’ober anaoudegezh gant ar brezhoneg er frammoù a ra war-dro bugaligoù

E miz Gwengolo 2009 e oa kroget Mervent gant un obererezh nevez : aozañ abadennoù d’ar vugaligoù d’ober anaoudegezh gant ar brezhoneg er magourioù hag er RPE/RAM (erlec’hioù bugaligoù/ erlec’hioù skoazellerezed-mamm).

Abaoe an distro-skol 2010 e kinnigomp d’ar vugaligoù ober anaoudegezh gant ar brezhoneg da-geñver abadennoù evito, gant an ampart m’eo erru hor c’helennerien e-barzh ar c’helenn brezhoneg er skolioù.

An abadennoù-se a bad un eurvezh a zegouez bep sizhun a vez kaset da benn en ur c’hoari. Berr ha liesseurt e vez ar poelladennoù kinniget. Implijet e vez binvioù diouzh ar vugaligoù (merc’hodennoù, levrigoù, enroladennoù klevet).

Da gentañ e oa lakaet an obererezh-mañ da dalvezout en ur genlabourat gant ar gevredigezh Divskouarn. Abaoe 2021 avat eo Ofis publik ar Brezhoneg an hini a ver anezhañ.

War greskiñ emañ da vat pa omp aet eus 2 lec’h e 2010-2011 da 16 lec’h bremañ. Dedennet eo muioc’h-mui ar frammoù degemer gant ar brezhoneg. Spi zo ennomp e kendalc’ho an abadennoù d’ober anoudegezh gant ar brezhoneg diouzh ar vugaligoù da ziorren er bloavezhioù a zeu.

Kinnig a reomp d’ar frammoù zo tuet da lakaat an obererezh-mañ e pleustr mont e darempred gant Ofis publik ar Brezhoneg : Pierre-Yves LE ROHO, 07.88.39.50.53, py.leroho@opab.bzh

E Mervent e c’hallit mont e drarempred gant Arnaud GOAPPER, ar c’henurzhier pedagogel : dre ar bajenn Ar Skipaih.

Hizivadur ziwezhañ :26 a viz Mezheven 2023