Ar stignad

E 2000 e oa krouet gant kuzul departamant Penn ar Bed a-gevret gant an ensellerezh akademiezh hag ar c’hevredigezhioù ur stignad trifarzh evit kinnig ur tamm kelenn brezhoneg er skolioù publik kentañ derez.

Krediñ a ra kuzul departamant Penn ar Bed eo ar brezhoneg ur lodenn eus glad sevenadurel an holl annezidi hag a rank bezañ rannet gant ar rummadoù yaouank.
Aozet eo ar c’helenn brezhoneg hervez ur framm reoliek zo bet resisaet gant ministrerezh an deskadurezh stad.

Peder c’hevredigezh, pep a dachenn dezho:
KLT e bro Montroulez,
SKED e bro Brest,
Ti ar Vro Bro-Leon e peurrest Bro-Leon,
• ha Mervent e Bro-Gerne a-bezh.

Bep 5 bloaz e vez roet d’ar c’hevredigezhioù-mañ ur c’hrad hag a c’hall bezañ nevezet. Pep den zo o labourat evit ur gevredigezh a vez aotreet gant ur bodad pedagogel a vez meret gant an deskadurezh stad da gelenn er skolioù

Padout a ra ar c’hentelioù un eurvezh. 30 abadenn a vez aozet e-pad ar bloavezh skol evit klasadoù en o fezh.
A-hed 3 bloavezh skol d’an nebeutañ e rank ar skolidi heuliañ ar c’helenn brezhoneg.
Ret eo e vefe meneget ar c’helenn brezhoneg er raktres skol hag en 3 c’helc’hiad eus ar skol kentañ derez e c’hall bezañ kinniget.

Hiziv an deiz e vez heuliet kelennoù brezhoneg gant ouzhpenn 9000 a vugale, pep sizhun, e 325 klas eus an departamant a-bezh evit ar skolioù publik hag e 21 klas evit ar skolioù prevez.
Labourat a ra kelennerien Mervent gant 158 klasad e Bro-Gerne.

Ar raktres pedagogel

Tamm ha tamm, a-hed meur a vloavezh skol e vez kinniget da skolidi ar c’hentañ derez ober anaoudegezh gant ar brezhoneg.
Kinniget e vez en holl liveoù nemet d’ar skolidi vihanañ zo er c’hentañ bloavezh (PS1).

An obererezh zo renet dre ul lizher-gelc’h a vez embannet gant an deskadurezh stad.
An abadennoù a ya d’ober anezho obererezhioù d’ober anaoudegezh gant ar brezhoneg ha d’implijout anezhañ a ginnig kelennoù zo diouzh live ar vugale hag o oad, diwar ur c’henlabour ingal gant kelenner ar c’hlasad. Mont a ra ar c’helennoù-mañ diouzh ar palioù hag an araokadennoù meneget e « ma fortfolio kentañ war ar yezhoù » embannet gant kuzul Europa (a denn d’ar ouestoni da lâret e soñj e plegennoù fetis). Evit desachañ evezh ar vugale eo rannet pep abadenn etre meur a vare ma vez implijet doareoù disheñvel ha dafar liesseurt.

Ul labour skipailh a vez kaset da benn gant an emellerien, gopridi Mervent anezho. Merket e vez ar palioù, an doareoù d’ober hag an dafar en ur labourat a-stroll.

Ur greizenn ditouriñ bras, nevesaet ha klokaet ingal
A-hed ar bloavezhioù he deus savet Mervent ur greizenn ditouriñ a-feson, 3000 elfenn anezhi, azasaet an holl anezho evit dudiañ ar vugale gant ar brezhoneg. 35 % anezho zo bet krouet da vat e diabarzh Mervent.

Ken liesseurt eo an dafar m’omp gouest da vastañ da ezhommoù ar vugale, eus ar c’helc’hiad 1 betek ar c’helc’hiad 3.
Kavet e vez en o mesk : skeudennaouegoù, c’hoarioù pastez, c’hoarioù kartoù, dominoioù, levrioù, milltammoù, merc’hodennoù, binvioù sonerezh, istorioù evit kamishibaioù ...

Diouzh pep rumm oad emañ an temoù a vez labouret warno ha ledan-kenañ eo an dachenn anezho dre ma vez anv enno eus al livioù, an dilhad, an natur, ar c’horf, al loened, ar familh, glad Breizh ha kement zo ...

Nevez zo ez eus bet krouet gant Mervent ur bank boutin a ostilhoù niverelet a vez kresket ingal gant krouadennoù ar gelennerien.

Penaos ober evit tennañ gounid eus ar c’helenn brezhoneg ?

Ma fell deoc’h ma tenno gounid ho klasad, ar skol bublik en ho kumun pe ho pugel eus ar c’helenn brezhoneg eo ret da renerezh an ti-skol goulenn eurvezhioù kelenn war ar brezhoneg (d’an nevez amzer) digant servijoù a-ratozh an ensellerezh akademiezh en ur respont d’an enklask e-sell da renabliñ ar c’hoantoù a vez degaset bep bloaz da bep ti-skol publik en departamant.

Rankout a ra pep skol nevez degemeret er stignad heuliañ ar c’helenn brezhoneg e-pad 3 bloaz d’an nebeutañ. Ur wezh kadarnaet ar goulenn gant an ensellerezh akademiezh e vo degaset da ti-kêr ho kumun ur rakjedadur a-fed an arc’hant diwar ar goulenn-se, d’ar c’huzul-kêr da zivizout evit kenarc’hantañ ar stignad.

Hiriv an deiz e sav lodenn ar gumun da 33 %. Kemeret e vez 50 % e karg gant an departamant hag ar peurrest (17%) a chom gant ar rannvro.

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn doareoù ar stignad e c’hallit ivez mont e darempred gant :
Kuzul departamant Penn ar Bed - It Erell COUPIER kargadez a gefridi war ar Brezhoneg : 02 98 76 20 84
Ensellerezh akademiezh Penn ar Bed : 02 98 98 98 98
– E Mervent Arnaud GOAPPER eo ho kendivizer, kenurzhier pedagogel : war ar bajenn "Ar skipailh".

Hizivadur ziwezhañ :11 a viz Ebrel