Emvod-Meur Mervent 2023
Emvod-Meur Mervent a-zeu a vo dalc’het e Plozeved (An oaled, plasenn an ti-gar) d’ar Sadorn 13 a viz Mae.
9e45 : degemer
10e : emvod-meur (danevelloù, raktresoù, neveziñ ar c’huzul-merañ)
12e : klozadur
Emezelañ :
Evit votiñ en emvod-meur eo ret deoc’h bezañ ezel eus ar gevredigezh.
Emezelañ eo ivez an digarez da harpañ Mervent evel hinienn pe aozadur.
Gallout a rit emezelañ en ur leuniañ ur fichenn-emezelañ hag a c’hall bezañ kaset deoc’h dre bostel diwar ho koulenn.
Hizivadur ziwezhañ :24 a viz Eost