25/11/23 - Assises de la culture et de la langue bretonnes en Cornouaille
Laouen omp ouzh ho pediñ d’an Azezoù Sevenadur Breizh hag ar Brezhoneg e Kerne,
Dalc’het e vint d’ar Sadorn 25 a viz Du etre 1e30 ha 7e30 gm e Ti an Holl Penharz e Kemper.
Aozet gant Kuzul Diorren Kerne, emañ pal an Azezoù lakaat an holl obererien d’en em anavezout gwelloc’h, o c’hizidikaat hag en em soñjal war dazont sevenadur Breizh hag ar brezhoneg e Kerne.
Degemeret mat e vo holl obererien sevenadur Breizh hag ar brezhoneg: implijidi, tud a youl vat, merourien, dilennidi, …
Kendivizoù, atalieroù, eskemmoù plijus hag frapadoù arzel a vo e-pad an devezh.
Enskrivadur dre ret en unan eus ar pevar atalier kinniget gant an ere amañ dindan :
https://forms.office.com/e/HN6WCMdiyD
Un harzh a zo da leizh ar salioù evit an devezhiad a-bezh, kement hag evit pep atalier.
Plijet omp en a-raok ouzh ho kwelet eno !
Hizivadur ziwezhañ :24 a viz Here