Stummadurioù hir (3 ha 6 miz)
Fellout a ra deoc’h liesaat er c’hargoù pe kavout labour a-drugarez d’ar brezhoneg? Lakait hoc’h anv en ur stummadur hir!
Mui-oc’h-mui a dud en oad a ra an dibab-mañ bep bloaz hag int d’en em enskrivañ en ur stummadur hir ouzh ar brezhoneg.
Ur gwir berzh-mat eo goût brezhoneg e Breizh ha war marc’had al labour. Ma vez war ho CV e c’hall ar varregezh nevez-mañ deoc’h war ar brezhoneg digoriñ hentoù micher nevez dirazoc’h. Ha muioc’h-mui a doulloù-hent a vez abaoe un toullad bloazioù (er c’helenn, gant ar vugaligoù, en douristelezh, er sevenadur, er mediaioù, er melestrerezh, er c’hehentiñ).
Gant hor stummadurioù e c’hall an dud divrezhonek bezañ stummet buan ha dre se mestroniañ mat ar yezh. Kement-mañ a vez gwiriekaet da vare fin ar stummadur gant an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY) e brezhoneg.
Kas a ra hor stummadurioù war-du micherioù: e-tro 70 % eus hor stajidi a vez kavet labour ganto a-barzh c’hwec’h miz da heul hor stummadur.
Hor stummdurioù a ya kentelioù ha stajoù d’ober anezho. Stummadurioù 6 miz (deskerezh) pe re 3 miz (evit gwellaat). Bep sizhun e vez 35 eurvezh kentelioù ha neuze e vez graet stajoù gant an deskerien a-hed o c’hursus. Da geñver ar stajoù-se e vez implijet ar brezhoneg ganto en un endro yezh diouzh o doare (embregerezh, skol, kevredigezh, strollegezh, magouri…).