Kentelioù dudi a vrezhoneg

Ar c’hentelioù dudi, petra eo se ?

A-drugarez d’ar stank m’eo strevet Mervent e Kernev e vez kinniget ganti un hanter-kant kentel «didu» bennak a vrezhoneg e-barzh un ugent kumun bennak. Kement-mañ a vez graet en ur genlabourat gant aozadurioù lec’hel evel an Tier an Holl pe ar c’hevredigezhioù sevenadur breizhek.

Bep sizhun an hini e vez dalc’het ar c’hentelioù adalek miz Gwengolo betek miz Mezheven, nemet e-pad ar vakañsoù skol.

Bep sizhun e kinniger kentelioù didu meur a live anezho d’an dud en oad. En holl eo ouzhpenn 350 oadour a vez o heuliañ ar c’hentelioù-se bep bloaz.

Kentelioù didu - Ar c’hursus didu

Fellout a ra deoc’h deskiñ brezhoneg en un doare c’hoarius en ur stagañ gant an doareoù liesseurt zo eus sevenadur Breizh.
Ar formulenn-mañ zo da bal dezhi deskiñ ar yezh en un doare didorr.


  • An aliesañ e pad ar c’hentelioù 1e30 (nemet ar c’hentelioù 3 eurvezh da gregiñ ganti a vez e Douarnenez).
  • Etre 18e30 ha 20e30 diouzh an abardaez e vez graet an darn vrasañ eus ar c’hentelioù.
  • En holl e vez 30 kentel a-hed ar bloaz : bep sizhun etre miz Gwengolo ha miz Mezheven, nemet e-pad ar vakañsoù skol.

Pelec’h kavout ur gentel nepell diouzh ar gêr?
War ar gartenn a-stok eo merket an holl gentelioù zo anezho er mare-mañ.


Penaos en em enskrivañ :

 
Ma fell deoc’h heuliañ unan eus hor c’hentelioù eo dleet deoc’h lakaat hoc’h anv en aozadur a ginnig anezhi (nemet evit ar c’hentelioù a vez renet war-eeun gant Mervent e Fouenan)
Kavout a reoc’h daveennoù an aozadurioù zo keveler deomp war ar gartenn : Pelec’h kavout ur gentel vrezhoneg nepell diouzh ar gêr ?

Ho pediñ a reomp da vont e darempred gant an aozadur-se a roio deoc’h an holl ditouroù ho po ezhomm anezho.
Bezit war evezh pa c’hall koust ar bloavezh chañch eus an eil azaodur d’egile. Gwiroc’h a se c’hoazh ma chom mestr pep aozadur war e brizioù.

Evezhiadenn :
Mervent, a-du gant ar gevredigezh keveler, zo gouest da reiñ urzh da vodañ meur a stollad pe da nullañ unan goude an trede kentel, ma ne vez ket tapet an niver bihanañ a dud a c’hallo kempouezañ an arc’hant anezhañ.

An doareoù da arc’hantiñ :

– Kont Stummañ Personel (KSP) : kemeret e karg adalek al live 3.
– Arc’hantiñ ho ploavezh kentelioù e-stern ar stummadur micherel (Pol Implij, OPCO, implijer).

Deuit e darempred war-eeun gant hor servijoù evit gouzout an doareoù resis diouzh ho plegenn ha dre-se sevel ho teuliad kemer e karg a zo da gas da benn a-raok ma krogo ar c’hentelioù, betek ober (termen melestrerezh).

Ar C’hursus Brezhoneger - Brezhoneger, kentelioù stank-ha-stank diouzh an noz 

Mennet oc’h da zeskiñ brezhoneg ha da vont da vrezhoneger ar buanañ ar gwellañ, siwazh ne c’hallit ket en em zieubiñ 6 miz diouzh renk deoc’h da heuliañ ur stummadur hir ouzh ar brezhoneg ?

O klask emaoc’h ur mont war-raok fonnusoc’h evit ar formulenn «kentelioù didu diouzh an noz» na bad ar c’hentelioù anezhi nemet 1e30, bep sizhun?

Ar palioù :

Faotañ a ra deomp reiñ an tu deoc’h da zont a-benn eus ar brezhoneg a-benn pevar bloavezh deskiñ (2 vodul daou vloavezh) :

Ur formulenn deskiñ nevez a ginnigomp deoc’h a zo enni :
• Kentelioù sizhuniek 3 eurezh-pad eus miz Gwengolo da viz Mezheven (19e-22e)
5 staj da’r Sadorn ingalet a-hed ar bloavezh skol.
1 staj ur sizhunvezh e-kerzh ar bloaz (35 eur).
• Lec’h : KEMPER, skol Diwan – straed Vendée, gwelet ar gartenn.

Gant ar formulenn stank-ha-stank-mañ zo ouzh hec’h ober kentelioù sizhuniek, stajoù en dibenn-sizhun hag un sizhunvezh staj e c’halloc’h dont da vestr war ul live yezh uhel.
E holl chem micher ha kelenn a lakao skipailh kelenn Mervent en e bezh e-kerz ho teskerezh.

E dibenn pep bloavezh e kinnigomp deoc’h ivez tremen an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY) :

A la fin de chaque année, nous vous proposons, aussi, de passer le Diplôme de Compétence en Langue (DCL):

  • Modul kentañ (bloavezhioù 1 hat 2) : dont a-benn eus al live B1 diouzh ar stern european boutin a zave evit ar yezhoù.
  • Eil modul (bloavezhioù 3 et 4) : dont a-benn eus al live B2, ar wezh-mañ.

Koust hag enskrivadur :

  • 665€/bloaz (55,50€/24 miz)

Gouestl a ra Mervent en ho keñver da lakaat da dalvezout an daou vloavezh kentañ eus ar c’hursus da vihanañ ha delc’her d’ar c’houst bet kenniget evit an daou vloavezh-se.
C’hwi a ouestl, diouzh ho tu, heuliañ an daou vloavezh kentañ eus ar c’hursus d’an nebeutañ.
Er penn kentañ eus ar c’hursus e vo goulennet ganeoc’h sinañ un teul d’ober kengouestl.

An doareoù da arc’hantiñ :
 Kont Stummañ Personel (KSP) : kemeret e karg adalek al live 3.
 Arc’hantiñ ho ploavezh kentelioù e-stern ar stummadur micherel (Pol Implij, OPCO, implijer).

Deuit e darempred war-eeun gant hor servijoù evit gouzout an doareoù resis diouzh ho plegenn ha dre-se sevel ho teuliad kemer e-karg a zo da gas da benn a-raok ma krogo ar c’hentelioù, betek ober (termen melestrerezh).
 

 

Pelec’h kavout ur gentel vrezhoneg nepell diouzh ar gêr?

A-drugarez d’ar gartenn-mañ e c’halloc’h gwelet, war-bouez ur glikadenn bennak, pelec’h emañ ar c’hentelioù brezhoneg a zere ouzh ho live hag ouzh ho toareoù personel pe vicherel.

Un deskrivadur berr a gavoc’h ivez eus pep live deoc’h da c’hoût petra a vo studiet ha dre-se kavout aesoc’h an hent a vo mat deoc’h diouzh kement a ouzoc’h (eus al live deraouat betek al live 8 hag ar stalier da gomz).

Na dermit ket da zont e darempred ganeomp gant n’eus forzh pe c’houlenn, brav goût. Klask a raimp kavout a-gevret ar gentel a vo diouzhoc’h ar muiañ hag an tostañ d’ho kêr.

Distro 2024 : adalek al lun 16 a viz Gwengolo

Un doare all da zeskiñ brezhoneg gant Mervent : MERVENT - Aozadur stummañ

Ar c’helenn er c’hentelioù didu a vrezhoneg

A-hed ar bloavezhioù eo aet Mervent da vailh war ar c’helenn brezhoneg d’an dud en oad, gant ar barrek m’eo he skipailh kelenn kenkoulz war ar yezh ha war ar c’helenn.

  • Savet ez eus ganti un hentenn stummañ kempoell.
  • Gouezet he deus krouiñ un hentenn gelenn a zo diouzh an oadourien.
    Dalc’hmat gant ar soñj da wellaat he doareoù kelenn ha da greñvaat ar micherelaat anezhi e kinnig Mervent, ingal, stummadurioù micher d’he c’helennerien.

Degouezh dibarek : ar staj sizhun hag an arc’hantiñ personel

Kinnig a ra Mervent deoc’h kregiñ da zeskiñ brezhoneg pe gwellaat da gomz en ur ober stummadurioù ur sizhun-pad (35 eurvezh) a-grogadoù.

  • An dud a sell kement-mañ outo : retredidi, gopridi, implijidi er strollegezhioù lec’hel, artizaned pe tud o-unan kemeret ganto krogad stummañ micher.

Adalek al Lun betek ar Gwener, eus 9e da 5e, da lâret eo 35 eurvezh deskiñ.

Degemeret e veoc’h gant Mervent en unan eus he c’hreizennoù stummañ (Kemper pe Gemperle, diouzh ar stummadurioù o vont en-dro ha diouzh ho plegenn-c’hwi).
Mont a ray ar stajiad e-barzh ur strollad tud o teskiñ en ur stummadur deomp en unan eus an div greizenn stummañ.
Gwelet ar bajenn : Petra eo ar stummadurioù hir ouzh ar brezhoneg gant Mervent?

Azasaet eo ar stummadurioù a ginnigomp diouzh live pe stajiad. Gant un amprouenn da briziañ live ar stajiad hag a vez graet a-raok ma krogo ar stummadur e vezomp gouest da heñchañ anezhañ war-du ur strollad a vo el live dezhañ.
Diwar kement-mañ e vez merket deiziadoù d’ar stummadurioù.

Penaos lakaat e anv?

 
Goude ar stokiñ kentañ e klask Mervent priziañ ho live yezh a vo lakaet da glotañ gant live ar strollad a veoc’h degemeret ennañ. Un amprouenn a ginnigomp deoc’h ober evit deomp ober ar c’hinnig a vo ar gwellañ deoc’h.

Chom a reomp en ho kerz evit n’eus forzh peseurt goulenn, deuit e darempred ganeomp raktal !

Koust hag an doareoù da arc’hantiñ

  • 270 euro ar staj
    Moaien zo deoc’h da baeañ a-benn meur a wezh.
    Un aozadur titlet eo Mervent ha priz ar stajoù kelenn a c’hall bezañ kemeret e karg : gwelet ar bajenn staj dre soubidigezh arc’hantet.