Keleier
Hor c’houlzadoù stummadur da zont
Fellout a ra deoc’h gouzout hor c’houlzadoù stummadur da zont ha/pe gouzout hiroc’h diwar-benn an danvez hag an doareoù gallus da duta : taolit ur sell ouzh an taolennoù titouroù amañ dindan.
Deuit e darempred ganeomp dre hon furmskrid m’ho peus goulennoù all pe en ur pellgomz deomp.
Prest omp da respont d’ho koulennoù ha da sevel asambles ho raktres stummañ.
Hor c’houlzadoù stummadur da zont :
Stummadurioù Hir | |
---|---|
Deskerezh 6 miz | Gwellaat 3 miz |
05 a viz Gwengolo 2024 => 20 a viz Meurzh 2025 | 09 a viz Gwengolo 2024 => 09 a viz Kerzu 2024 |
06 a viz Genver 2025 => 15 a viz Gouere 2025 | 24 a viz Meurzh 2025 => 26 a viz Even 2025 |
CAP Accompagnement Educatif Petite enfance | |
---|---|
CAP AEPE & langue bretonne | Pré-formation langue bretonne au CAP AEPE |
Gwengolo 2024 - Mae 2025 | A-raok ar CAP pa vez anezhañ (Meurzh-Gouere) |
Evit gouzout hiroc’h diwar-benn hon stummadurioù hag an doareoù gallus da duta : klikit amañ
Hon emvodoù-kelaouiñ o tont :
Stummadur Hir 6 miz & 3 miz |
---|
- D’al Lun 28 a viz Here 2024, 5e00 - UBO, bali Aod ar re Gaezh, Sal A211, KEMPER
- D’ar Meurzh 12 a viz Du 2024, 6e00 - Ti-feurm ar Moros - KONK-KERNE
- D’ar Meurzh 19 a viz Du 2024, 5e00 - MJC Ti an dud - DOUARNENEZ
- D’ar Meurzh 26 a viz Du 2024, 5e00 - Mervent - PLONEOUR-LANWERN
- D’ar Meurzh 10 a viz Kerzu 2024, 5e00 - MJC Ti an dud - DOUARNENEZ
- D’ar Meurzh 17 a viz Kerzu 2024, 5e00 - UBO, bali Aod ar re Gaezh, Sal A211, KEMPER
Rak-stummadur, CAP AEPE et langue bretonne |
---|
Mont e darempred gant CLPS Kemper evit gouzout hiroc’h : 02 98 10 11 49|
Distro-skol ar c’hentelioù noz
A-benn nebeut e vo an distro-skol !
Adkregiñ a rimp gant ar c’hentelioù noz adalek ar 16 a viz Gwengolo 2024 !
Evit dibab peseurt kentel a vefe mat deoc’h, klikit war ar gartenn-mañ :
Enskrivadurioù : er forumoù a vo penn kentañ miz Gwengolo pe er gentel gentañ.
Priz ar bloavezh : deuit e darempred gant ar gevredigezh a ra war dro ar c’hentelioù. Kavout a rit an niverenn pellgomz war ar gartenn ivez.
Ken ar c’hentañ !