Deuet mat oc'h war lec'hienn Mervent
KREIZENN STUMMAN KEMPER & KEMPERLE
Stummadur Hir 6 Miz
Adalek d'ar 5 a-viz Gwengolo 2019 betek d'an 19 a-viz Meurzh 2020
D'an 10 a-viz Genver betek d'ar 17 a-viz Gouere 2020
Stummadur Hir 3 Miz Ouzhpenn
Adalek d'an 23 a-viz Meurzh betek d'ar 25 a-viz Even 2020
Ur stummadur hir war-hed 6 miz en hor c'hreizenn-stummañ e Kemper hag e Kemperle
Dont a-benn eus ar brezhoneg en ur ober 24 sizhunvezh !
DORIOU-DIGOR :
- KEMPER : Ar Gwener 10 a viz Mae 2019, etre 12e30 ha 6e goude merenn
- KEMPERLE : Ar Meurzh 14 a viz Mae, etre 12e30 ha 6e goude merenn
Emañ ho soñj chañch micher, nemet ha klask labour e vefec'h pe c'hoant deoc'h da zeskiñ brezhoneg dindan berr amzer hepken : na chomit ket etre daou soñj a-raok dont e darempred ganeomp ! 02 98 87 72 41
HON OBEREREZHIOÙ ALL
A-hed ar bloaz e vez MERVENT o labourat er pevar c’horn da Gernev-Izel. Hor c’helennerien an hini a ziloc’h. A-drugarez deomp e c’hallit kavout kentelioù da zeskiñ brezhoneg tost ouzh du-se. Dre al lec’hienn amañ e kavoc’h an holl ditouroù ho po ezhomm diouto :
- al listennad kentelioù diouzh an noz dre liveoù yezh, deizioù, eurioù, lec'hioù, ur furmskrid da 'n em enskrivañ,
- al listennad eus hor stajoù hag ur furmskrid-enskrivañ,
- al listennad eus an tier-skol a gennigomp deskerezh war ar brezhoneg enno , penaos ober d'ho pugel da zeskiñ brezhoneg er skol,
- pegiz deoc'h ober da 'n em stummañ ouzh ar brezhoneg war ho labour.