Emren, kentelioù kemmesk
Emren : petra eo ?
Lusket oc’h da stagañ da zeskiñ brezhoneg nemet ne c’halloc’h ket heuliañ na kentelioù noz nag ur stummadur 6 pe 9 miz pad ouzh ar yezh abalamour d’hoc’h implij-amzer, d’ho micher pe d’ho puhez er gêr.
Ni emañ ganeomp an diluz a vo diouzhoc’h ! Ur formulenn a ya diouzh ho redioù a ginnigomp deoc’h :
Eus ar gêr pe diwar ho labour da vare an ehanoù, gant ho smarthfon p’ho pez tro pe digarez zo moaien deoc’h da heuliañ kentelioù.
30 kentel un eurvezh hanter d’ober tamm-ha-tamm a-hed ur bloavezh a lakaomp en ho kerzh. E miz Gwengolo an hini e kroger ganti dre red.
Pep kentel a ya d’ober anezhi :
- ar gentel,
- poelladennoù hag ar reizhadennoù anezho,
- ur rubrik « Evit mont pelloc’h » enni kanaouennoù, videoioù ha traoù
- ur rubric a-zivout sevenadur Breizh.
Bep 5 sizhun e vez bodet an deskerien ac’hanoc’h da-geñver un abadenn 3 eurvezh war-zigarez ober adweladennoù ha komz brezhoneg.
Prizoù hag enskrivañ
Prizioù hag enskrivañ
Sevel a ra an doare Emren da 22€ ar miz pe 264 € (ptb) evit ar bloavezh skol 2026-2027.
Gant paeañ ar priz-mañ e c’haller :
• Kavout an 30 kentel el lec’hienn (kod mont e-barzh kaset goude paeañ) betek an 31/08/27.
• Ober ar 6 staj war an dachenn zo a-hed ar bloaz.
• Emezelañ e Mervent evit 10 € hag e-se kemer perzh e mouezhiadegoù ar vodadeg veur.
Deoc’h da lakaat hoc’h anv e rankit leuniañ an teul enskrivañ zo en linenn amañ war-lerc’h : formulaire Inscription EMREN
Ret eo deoc’h menegiñ ho toare da baeañ en teul enskrivañ.
Tri doare disheñvel zo deoc’h da baeañ, da zibab :
a) Gant ur chekenn, da gas deomp dre lizher :
• Ur chekenn 264 € hec’h-unan.
• 3 chekenn 88 € (Enkef kentañ da goulz an enskrivadur, eil enkef a-benn miz Genver ha trede enkef a-benn miz Ebrel).
b) Dre dreuzdougen dre al lec’hienn HelloAsso :
• Un treuzdougadur hepken a 264 €.
• 3 zreuzdougadur a 88 € (da goulz an enskrivadur, m+1, m+2) chinaeg din !
c) Dre erlemel diwar ho kont :
• 1 erlemad 22 € bep miz a-hed 12 miz.
Pa vo erru ganeomp an teul enskrivañ hag ar paeamant (chekenn(où) degemeret pe treuzdougadur(-ioù) kadarnaet dre HelloAsso pe ermelad diazezet) e kasimp deoc’h trawalc’h deoc’h da ereañ (ger anavezout ha ger tremen).